Carlo Gesualdo
Carlo Gesualdo, pe Don Carlo Gesualdo di Venosa, ganet e 1566 e Venosa ha marvet e 1613 e Gesualdo, zo ur priñs italian, ha sonaozour eus dibenn an Azginivelezh italian. Brudet eo ar muntroù a reas e 1590 pa lazhas e wreg Maria d'Avalos (1562- 1590) hag he serc'heg e kêr Naplez .
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket re vat e pe vloaz e oa ganet: 1557 pe 1560, pe 1562 pe 1564, a zo bet kinniget gant an istorourien, ken na voe kavet daou lizher er Biblioteca Ambrosiana e Milano. An hini kentañ, eus an 21 a viz C'hwevrer 1566, a oa bet kaset gant Geronima Borromeo d'he breur Carlo, arc'heskob Milano, a rae meneg eus ganedigezh da zont « ur bugel hag a vo anvet Carlo ma'z eo ur paotr dre garantez ouzh hoc'h aotrouniezh ».
El lizher all, eus an 30 a viz Meurzh 1566, kaset ivez d'ar c'hardinal Borromeo, e lenner e oa « ganet ur paotrig d'an 8 a viz Meurzh 1566 eus an itron Borromeo, anvet Carlo ». Hervez Denis Morrier, « gant an daou lizher-mañ n'hall bezañ arvar ebet ». Hervez Glenn Watkins, istorour stadunanat hag arbennigour diwar-benn Gesualdo, n'eo bet peurziskoulmet kudenn bloavezh ganedigezh ar priñs sonaozour nemet en 2009.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kreskiñ a reas Carlo Gesualdo en un tiegezh uhel, stag ouzh an Iliz : e-touez e eontred e oa daou gardinal, Alfonso Gesualdo ha sant Carlo Borromeo hag ar pab Pi IV e-touez e eontred-kozh. Ar bugel diwezhañ a bevar e oa Carlo e ti ar priñs Fabrizio Gesualdo ha Geronima Borromeo, war-lerc'h e vreur henañ Luigi, ganet en 1563, e c'hoarezed Isabella, ganet en 1564, ha Vittoria ganet en 1565, ha se zo kaoz ne oa ket a priori da vezañ priñs Venosa. Hervez giz ar mare e ranke ar mab yaouañ mont da veleg, hogen lavarout a ra Denis Morrier « n'eo ket ket evel-se e voe kont. Diouzh a ouzer e tremenas Carlo e yaouankiz o studiañ.»
E Naplez, e lez e dad, e oa sonerien evel Scipione Dentice, Pomponio Nenna, ha Giovanni de Macque, ha kelennerien evel Mutio Effrem11. Adalek e denerañ yaouankiz e studias Carlo Gesualdo ar sonerezh, seniñ lud hag aozañ sonioù.
En 1585, son frère Luigi fit une chute de cheval et mourut des suites de cet accident13. Âgé de vingt et un ans, il n'était pas encore marié, et ne laissait aucun héritier mâle14. Cet événement fit de Carlo, âgé de dix-huit ans, l'unique héritier des titres et domaines de son père, qui le pressa de se marier. Le choix se porta sur Maria d'Avalos, merc'h da zug Pescara ha keniterv kompez d'ar sonaozour, choix motivé par le fait Maria, « ayant eu deux maris auparavant, avait donné des signes suffisants de fécondité ».
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meneget eo ar muntr er romant gallek Le Puits de Sainte-Claire (1875) gant Anatole France .
- Buhez ar sonaozour a zo kontet
- er romant hungarek Madrigál gant László Passuth (1968,
- er romant gallek Le Témoin de poussière gant Michel Breitman (prix des Deux Magots 1986)[1].
Film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mort à cinq voix (anv gallek) ur film alamanek gant Werner Herzog en 1995, evit ZDF.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Patrom:Harvsp en notes.